brezhouneg / gàidhlig / français / english
Tour Lezarmeur
Donemat e Tour Lezarmeur, a Dud Vat !
Amañ e santot er gear, rak ar sorserien, drouized ha korriked a chom en tour hag er vro tro-war-dro a ra gant hor yezh war ar bemdez. Bez ez eus lod anezho na gaoz ger galleg ebet zokennoc'h, peogwir eo talvoudusoc'h kaozeal gouzeleg pe brezhouneg er c'horn-bro. Deoc'h da vale tro-war-dro ha da zizoloiñ ar pezh hor beus da ginnig. Moarvat e kaviot danvez da lakaat un tammig hud en ho tervezh.
Ur savenn eo Tour Lezarmeur a glask reiñ un tammig skoazell d’ar re a fell dezho c'hoari-roll e brezhouneg. Amañ e vo kinniget :• Teulioù da bellgargañ, evel troidigezhioù reolennoù c’hoarioù-roll ha -stroll ;• Kartennoù ha danvez prest da vezañ implijet evit hoc’h abadennoù c’hoari-roll ;• Geriaouegoù e brezhoneg diwar-benn bed ar c’hoari, ar varzherezh hag ar skiant-faltazi.
Teulioù
Amañ e kaviot reolennoù c'hoarioù, avañturioù ha teulioù all evit hoc'h abadennoù. Petra a fell deoc'h ?
Ur c'hoari-roll euzh eo Candela Obscura, savet diwar sistem Illuminated Worlds gant Darrington Press. Kavet a rit titouroù all, hag ar stumm orin (e saozneg) amañ : https://darringtonpress.com/candela/
Miret eo pep gwir gant Darrington Press, ha aotreet omp bet da rannañ an troidigezhioù-se ganto keit ma vint digoust. Embannet e vo ar reolennoù a-bezh a-benn fin 2023, ha d'an ampoent n'hor beus nemet reolennoù da zizoloiñ ar c'hoari (Quickstart Guide).Kavet a rit ur geriaoueg deus hon troidigezhioù gant ar gerioù saoznek orin war ar bajenn anvet "Geriaoueg".
• Urioù bihan ar Reolennoù. Un urioù gant ar reolennoù berr-ha-berr, gouizidigezh diwar-benn bed Candela Obscura, hag un istor da goumañs gant ar c'hoari.
Urioù Bihan ar Reolennoù
N'eo ket bet troet c'hoazh.
• Follenn-heñchañ. Ur follennig gant referañsoù dre-vras evit ar reolennoù.
Follenn-heñchañ
E brezhoneg hepdale
E galleg amañ
E gouezeleg-Skos amañ
• Tudennoù Prest da Implijañ. Savet eo bet ar 5 tudenn-se evit koumañs da c'hoari buan p'emeur o c'hortoz doc'h ar reolennoù a-bezh.
Tudennoù Prest da Implijañ
E brezhoneg hepdale
E galleg amañ
E gouezeleg-Skos amañ
• Fichenn Kelc'h. Labourat a ra tudennoù Candela Obscura asambles en ur C'helc'h, da lavaret eo ur skipailh tud a glask kompren kevrinoù ar bed. Klaskit ar fichenn wenn-mañ da heuliañ skiant-prenet ha labour ho Kelc'h.
Fichenn Kelc'h
E brezhoneg hepdale
E galleg amañ
E gouezeleg-Skos amañ
• Fichenn Dudenn. D'an ampoent n'eo ket bet embannet reolennoù da grouiñ tudennoù nevez-flamm, met krouet hor beus ur fichenn wenn da sevel un dudenn nevez ha personaelet alato.
Fichenn Dudenn
E brezhoneg amañ
E galleg amañ
E gouezeleg-Skos amañ
Amañ e kaviot reolennoù c'hoarioù all troet pe savet ganeomp. N'omp ket perc'henn war gwirioù ar c'hoarioù-se tamm ebet ! Pep tra a welit amañ e c'heller kavout el linenn digoust, ha goulennet hor beus an aotre da dreiñ a da rannañ an traoù-se. Ne c'hellit ket kemer hon troidigezhioù hag o gwerzhañ.
• UR MEL AFER. Troet eo bet Ur Mel Afer diwar labour Grant Howitt, Honey Heist. En Ur Mel Afer, emaoc’h o vont da gas da benn ar vrasañ laerezh zo bet gwelet biskoazh. Ur raktres luziet gant ur munutaj resis-kenañ ho peus. Met dreist-holl, arzhed oc'h.
Ur Mel Afer
E brezhoneg amañ
E gouezeleg Skos amañ
E galleg amañ
• TOU'N DUD ZO YANN. Troet eo bet Tou'n Dud zo Yann diwar ar c'hoari-roll mil-vrudet gant Michael B. Sullivan, Everyone is John. E Tou'n Dud zo Yann e c'hoariot mouezhioù e penn Yann, ar paotr drochañ er vro. Ret e vo deoc'h dont a benn d'ho sorc'hennoù a-raok ar mouezhioù all. Met diwallit : foll penn-da-benn eo Yann, ha ne vo ket eas heñchañ ar paour kaezh inosañt.
Tou'n Dud zo Yann
E brezhoneg amañ
E gouezeleg Skos amañ
E galleg amañ
• DIGOUMET. Sed amañ ur c'hoari mil-vrudet savet gant Michael "Epoch" Sullivan ha Jeffrey Grant : All Outta Bubblegum. Er c'hoari-roll-mañ ho po 8 goum az aio da get tamm-ha-tamm. Ha pa viot hep goum ebet, ez aio ar jeu da fall !
• IMPLIJ' A RAN VA BOUC'HAL. Troet eo bet ar c'hoari-se diwar I Hit It With My Axe gant Brian Engard. Ur c'horr kreñv ha gouez oc'h, ha c'hwi war hent ar brud hag ar gloar. Ho pouc'hal hag o spered ho peus. Trawalc'h ho peus gant ho pouc'hal, e gwirionez.
Implij' a ran va bouc'hal
E brezhoneg amañ
E gouezeleg Skos amañ
E galleg amañ
• COMFORT ZONE. Krouet eo bet ar c'hoari-se gant Brian Engard (ha n'hor beus ket krouet un anv brezhoneg dezhañ c'hoazh). Simpl-kenañ eo ar mod c'hoari gant d4 ha d6, hag an danevell eo an hini eo e kreizig-kreiz ar reolennoù.
Comfort Zone
E gouezeleg Skos amañ
Amañ e kaviot traoù all evit ho c'hoarioù evel follennoù da reiñ d'ho c'hoarierien pe stagadennoù evit c'hoarioù n'hor beus ket troet a-bezh. Ne c'hellit ket kemer hon troidigezhioù hag o gwerzhañ.
• GERIAOUEG KOIOT HA BRAN. Ur c'hoari-roll skiant-faltazi (ha faltazi ivez) embannet e 2021 eo Koiot ha Bran, savet gant henvroidi Amerika eus meur a veuriad. E bed KhB n'eo c'hoarvezet biskoazh trevadenniñ Amerika, ha cheñchet o deus an henvroidi oc'h-unan-penn. Savet hor beus ur geriaoueg evit ma vo aesoc'h deoc'h c'hoari en hor yezhoù. Deskit muioc'h ha prenit ar c'hoari (e saozneg) amañ:
https://coyoteandcrow.net/NB : Lakeat hor beus ur stumm gwerc'h d'ar re a fell dezho treiñ ar c'hoari en ho yezh dezho.
Geriaoueg Koiot ha Bran
E gouezeleg Skos amañ
Gwerc'h amañ
• KOIOT & BRAN Fichenn Dudenn. Ur fichenn dudenn evit ar c'hoari Koiot & Bran (Coyote & Crow) ha setu tout. Dizagn gant Allura's Mysteries.
Koiot ha Bran : Fichenn Dudenn
E gouezeleg Skos amañ
E galleg amañ
• Teñzor ar Roñfl. En istorig-se e ranko ho tudennoù adc'hounit teñzor ur roñfl digant ur strollad kobolted pe c'hobilined. Kavout a rit an istor dre vras ha kartennoù e brezhouneg amañ, hag e gouezeleg Skos amañ.
Amañ e kaviot c'hoarioù-roll a bep seurt, troet pe krouet ganeomp.
N'omp ket perc'henn war gwirioù ar c'hoarioù-se tamm ebet ! Pep tra a welit amañ e c'heller kavout el linenn digoust, ha goulennet hor beus an aotre da dreiñ a da rannañ an traoù-se. Ne c'hellit ket kemer hon troidigezhioù hag o gwerzhañ.
• ROUBLARD. Sed amañ troidigezh ar c'hoari-roll brudet ha selebret Knave (Embannad Kentañ), gant Ben Milton. Ur c'hoari-roll faltazi mod-kozh eo Roublard, tost-tre doc'h Dinoù hag Erevent evel ma ioa er penn-kentañ. Kavet a rit labourioù Ben en e lec'hienn questingblog.com pe en e chadenn Youtube Questing Beast (e saozneg o-daou).
Reolennoù Roublard
E gouezeleg Skos amañ
E galleg amañ
• FORBANN 2E Fichenn Dudenn. Sed amañ fichennoù tudenn evit Forbann (Knave) gant Ben Milton. Krouet eo bet diwar Knave 2e, met dereat eo evit ar re a c'hoari gant an embannad kentañ. Dizagn gant Allura's Mysteries.
Daou stumm a zo, unan leun livioù hag unan aesoc'h da voulañ.
Forbann : Fichennoù
Gouezeleg Skos : Livet & Diliv
Brezhoneg : Livet & Diliv
Galleg : Livet & Diliv
• CAIRN. Sed amañ troidigezh ur c'hoari-roll karet e-touez ar c'hoarioù mod-kozh, Cairn RPG gant Yochai Gal. Ur c'hoari-roll faltazi eo, ha gwell e vo deoc'h soñjal ha chom fur eget mont d'an emgann, rak ne vo ket gwall bell an Ankoù ! Kavout a rit muioc'h - evel ur stumm gallek - war cairnrpg.com.
• DRAGONS & DEMONS Fichenn Dudenn. Sed amañ ur fichenn dudenn evit Drakar och Demoner, ur c'hoari-rol suedat brudet, adembannet gant Fria Ligan. Ur stumm gallek a vo embannet gant Arkhane Asylum Publishing hag ul levrig evit koumañs gant ar jeu a zo ganto dija.
Dizagn gant Allura's Mysteries.
Dragons & Démons : Fichenn Dudenn
E gouezeleg Skos amañ
E galleg amañ
• BASIC FANTASY Fichenn Dudenn. Sed amañ ur fichenn dudenn evit Basic Fantasy, a c'heller kavet en linenn ha digoust (e galleg ha yezhoù all) e basicfantasy.org.
Dizagn gant Allura's Mysteries.
Basic Fantasy : Fichenn Dudenn
E gouezeleg Skos amañ
E brezhoneg amañ
E galleg amañ
Geriaoueg
Penaos ober gant ar brezhouneg pa vez pep danvez c'hoari-roll, marzherezh pe skiant-faltazi e galleg pe saozneg ? Penaos treiñ klasoù ha gouennoù Dinoù ⁊ Erevent ? Penaos kaozeal diwar-benn reolennoù c'hoarioù e yezh ar Vro ? Amañ e vo kinniget gerioù ha lavarennoù deoc'h da vrezhonekaat hoc'h avañturioù.Da gentañ e kaviot un daolenn eus a bep seurt gerioù, ha da c'houde taolenn al loened ha krouadurioù. Er fin ez eus gerioù d'ho sikour gant c'hoari kartoù Magic: Ar C'hengalv.Hiroc'h-hirañ ez aio al listenn da vezañ, ha mod-se e c'hellit klask ur ger rezis en ur implijañ Ctrl+F.Un notennig diwar-benn berradennoù e welot amañ :
• Un arouez eus dornskridoù breton ha gouezelek eo ⁊ a dalvez kement ha "&" pe "ha(g)" ;
• Ar verradenn .i. a zinifi "id est" e latin, pe "da lavaret eo".
Brezhouneg | Galleg | Gouezeleg | Saozneg |
---|---|---|---|
Abadenn | Partie (de jeu) | Seisean | Game session |
Achantour | Sorcier | Buidseach | Sorcerer |
Agripa, (N)igromañs, Vif | Grimoire | Leabhar gheasagan | Spellbook |
Akiperezh | Equipement | Uidheam | Equipment |
Andur | Endurance | Maireannachd | Constitution |
Announ, An Doneier | L'Outreterre | An Duibheagan | The Underdark |
Argad | Attaque | Spoch, ionnsaigh | Attack |
Argad widal | Attaque sournoise | Ionnsaigh lìogach | Sneak Attack |
Arnod barregezh | Test de compétence | Deuchainn sgil | Skill Check |
Arnod perzh | Test d'attribut | Deuchainn buaidh | Ability Check |
Arnodenn | Jet, test | Deuchainn | Roll, check |
Awen | Inspiration | Deachd | Inspiration |
Barbar | Barbare | Allabharrach, barbarach | Barbarian |
Barregezh | Compétence | Sgil | Skill |
Barzh | Barde | Bàrd | Bard |
Beleg | Prêtre | Sagart | Priest |
Berzerek | Berserkeur | Àrmann | Berserker |
Boaz an Dañjer | Sens du danger | Mothachadh a' Chunnairt | Danger Sense |
Bonuz | Bonus | Bònas | Bonus |
Brezelour | Guerrier | Laoch | Warrior |
Chaman | Chamane | Seuman | Shaman |
C'hoari-roll | Jeu de rôle | Geama Gabhail Riochd | Role-playing game |
Danevell | Scénario | Sgeulachd, cnàmh-sgeul | Scenario, adventure |
Difenn | Défense | Dìon | Defence |
Dilañs, tu-koll | Désavantage | Mì-leas | Disadvantage |
Din, tour-meur | Donjon | Dùn | Dungeon |
Dindan gazelge | Envoûté, maudit | Fo gheasaibh, fo chroisean | Bewitched, cursed |
Dinoù ⁊ Erevent | Donjons & Dragons | Dùnan ⁊ Dràgonan | Dungeons & Dragons |
Diñs chañs | Dé libre | Dìsinn fortain | Wild die |
Diñs tarzh | Dé explosif | Dìsinn sgapach | Exploding die |
Diñs treantus | Dé pénétrant | Dìsinn drùidhneach | Penetrating die |
Diñs Yec'hed | Dé de Santé | Dìsinn Slàinte | Hit Point Dice |
Domaj, freuz | Dégât | Damaiste | Damage |
Dorn-mat | Dextérité | Làmhachas | Dexterity |
Drouiz | Druide | Draoidh | Druid |
Drouklazher | Assassin | Foill-mhortair | Assassin |
Emgann | Combat | Còmhrag | Combat |
Emgann a-dost | Mêlée (combat) | Còmhrag làimhe | Melee |
Emgann a-bell | Attaque à distance | Còmhrag rainseach | Range Attack |
Ensilañ | Discrétion | Fiatachd | Stealth |
Faltazi Harozel | Fantaisie héroïque | Fionn-fantasachd | Heroic Fantasy |
Follenn Tudenn | Fiche de personnage | Duilleag caractair | Character sheet |
Frenezi | Frénésie | Mire-chatha | Frenzy |
Fuc'h | Rage | Ràs | Rage |
Furnez | Sagesse | Gliocas | Wisdom |
Gloazadenn | Blessure | Leòn | Wound |
Gwidre | Ruse | Gnìomh Seòlta | Cunning Action |
Hailhon | Roublard | Slaightear | Rogue |
Harnez | Armure | Caithbheart | Armour |
Harozelezh | Héroïsme | Gaisgeachd | Heroism |
Hud | Pouvoir (magique) | Seunachd (draoidh) | Power (magic) |
Hud (bredel) | Pouvoir (psychique) | Seunachd (saidhgeach) | Power (psychic) |
Hudour | Enchanteur | Geasadair | Wizard |
Intrudu | Initiative | Sùrdalachd | Initiative |
Kadour | Combattant | Cathach | Fighter |
Karism, arwarzh | Charisme | Tàladh | Charisma |
Kas (un ober) da vat | Résolution (d'action) | Fuasgladh gnìomha | Action resolution |
Kendrec’hiñ, persuadiñ | Persuasion | Impidh | Persuasion |
Kloareg | Clerc | Clèireach | Cleric |
Kreñvder | Force | Làidireachd | Strength |
Kroaziad | Croisé | Ridir-croise | Crusader |
Laeron | Voleur | Mèirleach | Thief |
Lañs, avañtaj | Avantage | Buannachd | Advantage |
Leurenniñ ijinus | Théâtre de l'esprit | Lèirsinn Mac-meanmnach | Theatre of the Mind |
Live diaester | Seuil de difficulté | Inbhe dùbhlain | Difficulty class |
Lokenn sord | Emplacement de sort | Slot geasaige | Spell slot |
Majisian | Magicien | Corrguineach | Magician |
Maluz | Malus | Peanas | Penalty |
Manac'h | Moine | Manach | Monk |
Manac'h Ruz | Templier | Ridir an Teampall, Teampallach | Templar |
Marc'hadour | Marchand | Malairtear | Merchant |
Marc'heg | Chevalier | Ridir | Knight |
Marc'hekaer | Paladin | Ridir-naomh | Paladin |
Marzherezh | Merveilleux | Fantasachd | Fantasy |
Marzherezh ar Grennamzer | Médiéval-fantastique | Fantasachd Meadhan-aoiseach | Medieval-fantasy |
Maskl an Dervenn | Cachette Naturelle | Còmhdach an Darach | Mask of the Wild |
Mestr(ez) ar C'hoari | Maître(sse) du jeu | Fear/Bean a' Gheama | Game Master, Dungeon ~ |
Mibinder, liantiz | Agilité | Lùthaireachd | Agility |
(N)igromañser | Nécromancier | Marbh-draoidh, taracadair | Necromancer |
Ober | Action | Gnìomh | Action |
Pase | Histoire personnelle | Cùl-sgeul | Background |
Perzh | Attribut | Buadh | Ability |
Piseg | Cantrip | Pisreag | Sort mineur |
Poent Yec'hed | Points de Vie | Puing Slàinte | Hit Points |
Rinwezhel | Arcanique | Rùnach | Arcane |
Rinwezhelien | Arcanes (les) | Rùnachd | Arcana |
Ritual, lid | Rituel | Deas-ghnàth | Ritual |
Rummad | Classe (de perso) | Dreuchd | Class (character) |
Saga | Campagne | Sàga | Campaign |
Skiant-prenet | Expérience | Fèin-adhartas | Experience |
Sklaerier | Rôdeur, ranger | Fèinnidh, maor-coille | Ranger |
Sord, kazel-ge | Sort, sortilège | Geasag | Spell |
Sorser | Mage lié, ensorceleur | Manaran | Warlock |
Spered | Intelligence | Tuigse | Intelligence |
Taolad diñsoù | Lancer de dés | Tilgeil dhìsnean | Dice throw |
Tro-kaer, avañtur | Aventure | Guais-beart, eachtradh | Adventure |
Tudenn-c'hoarier | Personnage joueur | Caractair-cluicheadair | Playing character |
Tudenn hep c'hoarier | Personnage non-joueur | Caractair neo-chluicheadair | Non-playing character |
Yann e Vil-vicher | Touche-à-tout | Iol-cheàrdach | Jack of All Trades |
Youl | Volonté | Toil | Will |
Dindan e kaviot anvioù loened, gouennioù, ha krouadurioù faltazi a bep seurt.
Brezhouneg | Galleg | Gouezeleg | Saozneg |
---|---|---|---|
Anvarvad | Mort-vivant, zombie | Neo-marbh, sòmbaidh | Zombie, undead |
Arvester | Spectateur | Amharcair | Spectator |
Bazilik | Basilic | Basaileasg, rìgh-nathair | Basilisk |
Boudig-derv | Dryade | Doire-òigh | Driad |
Boudig-dour | Naïade | Òigh-uisge | Naiad |
Bugul-aer | Elémentaire d’air | MacAdhair | Air Elemental |
Bugul-douar | Elémentaire de terre | MacTalmhainn | Earth Elemental |
Bugul-dour | Elémentaire d’eau | MacUisge | Water Elemental |
Bugul-tan | Elémentaire de feu | MacTeine | Fire Elemental |
Chimer | Chimère | Chìomairea | Chimera |
Den-bouc’h | Satyre | Boc-dheamhan | Satyr |
Den-marc’h | Centaure | Ceintear | Centaur |
Denig | Halfelin | Brughadair | Halfling |
Edrec’her | Tyrannœil (représentant de base de l’espèce) | Coimheadair | Beholder (basic type within species) |
Elf | Elfe | Ailf | Elf |
Evezhier | Examinateur | Sgeannair | Gazer |
Fenis | Phénix | Ainneamhag | Phoenix |
Gobilin | Gobelin | Bòcan | Goblin |
Grifon | Griffon | Grìbhean, Gribh | Griffin |
Hadendrak | Drakéide | Sìoldràgoin | Dragonborn |
Hanter-elf | Demi-elfe | Leth-ailf | Half-elf |
Hanter-ourk | Demi-orque | Leth-orc | Half-orc |
Harpi | Harpie | Arpag | Harpy |
Kornandon | Gnome | Luchraban, leipreachan | Gnome |
Korr | Nain | Troich | Dwarf |
Korrigan | Fée, lutin | Sìtheach, sìtheag | Fairy, fey |
Lagadnoz | Gauth | Dorch-shùil | Gauth |
Lazh-mac’homer | Tyramort | Aog-smàigir | Death Tyrant |
Lazh-poker | Baiser de la Mort | Aog-phòg | Death Kiss |
Mab-den | Humain | Mac an Duine | Human |
Mantikor | Manticore | Mandachòras | Manticore |
Marc’h askellet | Pégase | Peigeasas | Pegasus |
Minotarv | Minotaure | Mìonotar | Minotaur |
Nimfenn | Nymphe | Suire | Nymph |
Ourk | Orque | Orc | Ork |
Pimpatrom | Doppelgänger, sosie | Co-choisiche | Doppleganger |
Ramz | Géant | Fuamhaire, famhair | Giant |
Roñfl | Ogre | Maraisg | Ogre |
Sarpant Lies-pennek, Hidra | Hydre | Hiodra | Hydra |
Sellerien (gouenn) | Tyrannœils (espèce en général) | Dearcairean (gnè) | Beholders (overall species) |
Sfiñs | Sphinx | Sfinge | Sphinx |
Siklop | Cyclope | Cioglòps | Cyclops |
Skeledenn | Squelette | Cnàmhlach | Skeleton |
Teuz | Spectre, fantôme | Taibhse | Spectre, ghost |
Tiefelad | Tieffelin | Teaflach | Tiefling |
Troll | Troll | Trobha | Troll |
Unkorneg | Licorne | Aon-adharcach | Unicorn |
Vampir, skoul | Vampire | Bhampair | Vampire |
Dindan e kaviot ur geriaoueg gouestlet da vMagic: Ar C'hengalv.
Brezhouneg | Galleg | Gouezeleg | Saozneg |
---|---|---|---|
Aberzhiñ | Sacrifier | Ìobair (ag ìobradh) | Sacrifice |
Aktivañ (ur perzh) | Activer (capacité) | Cuir an gnìomh (buadh) | Activate (ability) |
Aora, kelc’hienn | Aura | Fraighe, òra | Aura |
Ardigell | Défense talismanique | Seun | Hexproof |
Artefakt | Artefact | Fuigheall | Artifact |
Bered, gwered | Cimetière | Cladh | Graveyard |
Berrbadel | Ephémère | Neo-bhuan | Instant |
Bugul-doun, hud-treizhour, drouizandon | Arpenteur | Siùbhlaiche-Sìth | Planewalker |
Daou-daol | Double initiative | Ath-bhualadh | Double strike |
Difenner | Défenseur | Cosantach | Defender |
Diraez | Portée | Ruigheadh | Reach |
Dizistruj | Indestructible | Do-mhillte | Indestructible |
Dorn | Main | Làmh | Hand |
En em zizober | Se défausser | Leig de (Leigidh mi X dhìom) | Discard |
Enep-sord | Contre-sort | Ais-gheasag, geasachd tillidh | Counter-spell |
Evezhiañs | Vigilance | Furachas | Vigilance |
Flach | Flash | Lasair | Flash |
Forbannañ | Exiler | Cuir air fògradh | Exile |
Gourdrouz | Menace | Bagairt | Menace |
Herrder | Célérité | Luaths | Haste |
Kartaoueg | Bibliothèque | Cairtlann | Library |
Kartoù | Deck | Deic | Deck |
Kelc’hiañ | Enchanter | Cuir fo gheasaibh | Enchant |
Liamm a vuhez | Lien de vie | Nasg beatha | Lifelink |
Mac’heller | Piétinement | Spleuchdadh, saltradh | Trample |
Magic : Ar C’hengalv | Magic : L’Assemblée | Magic: An Tional | Magic: The Gathering |
Manna | Mana | Mana | Mana |
Merker | Marqueur | Comharra | Token |
Moaligan | Mulligan | Maolagan | Mulligan |
Mojennel | Légendaire | Fionn-sgeulach | Legendary |
Naskañ, dinaskañ | Engager, désengager | Naisg, dì-naisg | Tap, untap |
Padel | Permanent | Buanach | Permanent |
Rakwel N | Regard N | Ro-shealladh À | Scry N |
Ritual, lid | Rituel | Deas-ghnàth | Ritual |
Sord | Sort | Geasag | Spell |
Stagañ, akipañ | Equiper | Cuir fo uidheam | Equip, attach |
Stok ar Marv | Contact mortel | Làmh a’ Bhàis | Deathtouch |
Tir | Terrain | Tìr | Land |
Taolad kentañ | Initiative | Ciad bhualadh | First Strike |
War-nij | Vol | Air iteag | Flying |
Dindan e kaviot ur geriaoueg Candela Obscura.
Brezhouneg | Galleg | Gouezeleg | Saozneg |
---|---|---|---|
Alaourañ | Orner | Òraich | Gild (to) |
Alc'hwez Sklaerijenn | Clef d'Illumination | Doras Dùsgaidh | Illumination Key |
Barregezh ar C'helc'h | Compétence de Cercle | Comas a' Chearcaill | Circle Ability |
Bured Diwadenn | Fiole à Saignée | Bacair Cròidh | Bleed Containment Vial |
Detektour Diwadenn | Détecteur de Saignée | Lorgaire Cròidh | Bleed Detector |
Diñs alaouret | Dé orné | Dìsinn-òir | Gilded Die |
Diskuizhañ | Repos | Fois | Refresh |
Diwadenn | Saignée | Crò | Bleed |
Enklask | Enquête | Rannsachadh | Survey |
Evezh | Concentration | Aire | Focus |
Fiñval | Mouvement | Gluasad | Move |
Gwevnder | Résistance | Daingneachd | Resistance |
Gwidre | Ruse | Seòltachd | Cunning |
Kalon | Nerfs | Cridhe | Nerve |
Kefridi | Mission | Misean | Assignment |
Kleizh | Cicatrice | Làrach | Scar |
Korf | Corps | Bodhaig | Body |
Kuzhañ | Dissimulation | Falach | Hide |
Lañs | Poussée | Tuinnse | Drive |
Lenn | Lecture | Leughadh | Read |
Levezon | Influence | Làthaireachd | Sway |
Luskadur | Motivation | Brosnachadh | Catalyst |
Merk | Marque | Comharra | Mark |
Mestroniañ | Contrôle | Smachd | Control |
Micher | Spécialité | Sònrachas | Specialty |
Ober alaouret | Action ornée | Gnìomh-òir | Gilded Action |
Pareañ | Soin | Leigheas | Stitch |
Pleustrañ | Entraînement | Trèanadh | Train |
Rod ar Sklaerijenn | Cycle d'Illumination | Roth Dùsgaidh | Illumination Cycle |
Roll | Rôle | Ròl | Role |
Santadur | Intuition | Eòlas | Intuition |
Skeiñ | Impact | Bualadh | Strike |
Skiant | Sens | Mothachas | Sense |
Sklaerijenn | Illumination | Dùsgadh | Illumination |
Spered | Intellect | Inntinn | Brain |
Stivell Diwadenn | Source de Saignée | Tùs Cròidh | Source of Bleed |
Trec'het | Hors de combat | Ann an neul | Incapacitated |
Kartennoù ha bedoù faltazi
Ezhomm o deus an avañturerien kartennoù a-benn nompas bezañ kollet. Kartennerien hor beus en tour a labour war ar bemdez evito.Diwallit ! Kartennerien keltat omp amañ, .i. e vez troet hor c'hartennoù doc'h ar Reter. Petra a dalvez ? Talvezañ a ra e kaver ar Reter war varr ar bajenn hag ar Gornôg en traoñ. War an tu-kleiz eo ar C'hreisteiz (pe "an tu-kleiz" e rannyezh an Tour), ha war an tu-dehoù eo an Hanternoz (pe "an tu-dehoù" e rannyezh an Tour).Un notennig diwar-benn gwirioù bremañ. Digoust eo ar c'hartennoù, deoc'h d'o fellgargañ ha d'och implijañ n'eus forzh penaos en ho c'hoarioù hag istorioù. Ma fell deoc'h rannañ ar pezh a rit gant hor c'hartennoù dirak an holl (d.s. el linenn), dereat e vefe anavezañ Tour Lezarmeur dindan ar gartenn. Ma fell deoc'h gwerzhañ traoù az implij hor c'hartennoù avat, e vo ret deoc'h skrivañ deomp da gentañ da vezañ sur ez asantomp.Setu ! Spi hor beus e plijo ar c'hartennoù deoc'h.
Kartennoù Dianv
Amañ e kaviot kartennoù savet ganeomp. N'o deus anv ebet warno, deoc'h d'oc'h implijañ evel m'ho peus c'hoant en ho c'hoarioù.
Kartenn dianv 01, da bellgargañ amañ.
Kartenn dianv 02, da bellgargañ amañ.
kartennoù bedoù anavezet
Amañ e kaviot kartennoù deus bedoù faltazi o deus anvioù, pobloù hag istorioù (dizoloet ganeomp, anat deoc'h). A-wechoù e vo lakeat danvez diwar-benn ar bedoù-se, d.s. oc'h istor, o fobloù 7rl.
Iaven
Ur bed leun hud hag itrikoù politikel eo Iaven. Rannet e vez etre ar broioù-se : Rouantelezh Dehouberzh, Rouantelezh Artanez, Dukelezh Kêrsidi, Kengevred ar Voregiz (Bro-Voreg), Kontelezh Enez Doun, Dukelezh Paouglez, Rouantelezh Azoe, Aotrouniezh Inizi an Tan, Rouantelezh Korrien ar Meneglas, ha Gweglann (Bro ar Ramzed). Da bellgargañ amañ.
Teveldir
Kevrinoù a-leizh a gaver e Teveldir. Eno e kaver pemp bro bennañ : Tirada (kêrioù pennañ : Kêreon, An Nor, Porzhmelen), Rouantelezh an Inizi (kêrioù pennañ : Loc'h Sor, Aarbeg, Oulvig, Ouig), Rouantelezh Keulada (kêrioù pennañ : Innir Sil, Konkavel, Heun, Dinvaer), Kelevig (kêrioù pennañ : Dinkwez, Loktelo, Penahoat), ha Dukelezh Ravanion (ur gêr-stad tro-dro da Ravanion). Ouzhpenn d'ar broioù-se e kaver rouantelezhioù kuzh ar gorriked hag ar ramzed, dreist-holl er c'hoadoù ha dreist harzoù ar gartenn. Dañjerus e c'hell bezañ ar bed-se, rak leun ag igromañserien ha sorserien drouk eo. Da bellgargañ amañ.
Enez Prinn
N'eo an enezenn-se nemet ul lodennig deus An Glenn, ur bed kalz, kalz brasoc'h. E kreizig-kreiz al Lennvor emañ Enez Prinn, ha dindan Rouanezed Tirenor eo. Brudet eo an enezenn, dreist-holl evit he Skol-Veur, e Nerad. Eno e vez studiet kalz traoù, ha dreist-holl hud hag istor. Pinvidik eo an enezenn, gant mengleuzioù doun a gaver da skouer e-kichen Penlinn, kêrbenn ekonomikel Enez Prinn. Da bellgargañ amañ.
Darempredoù
M'ho peus goulenn ebet, pe m'ho peus c'hoant bezañ e darempred ganeomp, n'ho peus nemet leuniañ ar furmskrid-mañ hag e respontimp ken abred ha ma c'hellomp.
KUZULIAÑ. Re alies e vez implijet hor yezhoù keltiek er faltazi gant fazioù, ken ha ma vez chalus deomp. Ne c'hell ket ar yezhoù keltiek bezañ paket gant an holl evel un dra da vezañ konsumet. M'ho peus ezhomm sikour evit lakaat ar brezhoneg pe ar gouezeleg en ho labour, kasit ur mesaj deomp hag e skoazellimp laouen.